Louise ébrel

EBREL DA EBREL

Meurzh da veurzh : "naered droug ha chas klañv" ! Ha merc'her kentañ a viz Ebrel (01/01/2020) : marvet Louise Ebrel ! - "Oh !" eme-ve rak-tal en ur lenn ar c'heloù. Ha tamm ebet "pesk Ebrel" !
Ur plac'h ken yaouank he stumm, ken braw he brezhoneg, bloaz war-lerc'h Yann-Fañch Kemener !
Bep ma tibune poltrejoù ha videoioù war ma skramm e chome ma daoulagad e-par ouzh ar ganerez e-keñver he mamm ha hi e-tal Yann-Fañch. Ha pellikoc'h, gwisket en ruz-roz mar plij, tal-kichen he mamm ha moerebezed aet da "santezed" arem e lein Marc'hallac'h Karaez !