I-brezhoneg

brezhoneg er radio hag er skingomz

Abaoe ur miz n'eus ket ken a abadennoù brezhoneg er skingomz nag er skinwel publik (France Bleue Breizh Izel ha FR3). War zigarez ar c'hleñved nevez. Perak ?

Kuit da bakañ ar c'hleñved ha d'e skignañ war-dro. Lod a gendalc'h o labour koulskoude, en ospitalioù, er stalioù boued; artizaned, labourerien-douar, dastumerien teil-kêr...Ha tud ar radio hag an tele galleg! Perak e vefe muioc'h a zañjer evit ar re a labour e brezhoneg ?

Pelec'h emañ ar Servij publik brezhonek ?

Koñfinerion mem bro ! ni zo tout paour-kaezhed !

A-boan kraouiet er ger gant ar gouarnamant zo deuet war wel ar ger galleg confinement. hemañ a gav e wrizioù e 1225 pag eo bet implijet evit ar wech kentañ dre skrid. Ar ger confinner a dalv bac’het. Dibaoe ar paour kaezh gallegerien ne anavezont nemet ar ger-se, ne oa ket implijet nemeur, met trawalc’h da lakaat divskouarn ar vrezhonegerien da bichañ da c’houzout penaos e vez laret en hor yezh.

Ar Vretoned war ar barr !

« Les bretons sur la brèche ! Où l’on découvre qu’un français sur trois est nourri par la Bretagne et que trois entreprises bretonnes, chacune à sa façon, viennent d’apporter une contribution déterminante dans la lutte contre le Covid19 ! Hemarina, NG Biotech et OuestElio. Du sang de ver marin transporteur d’oxygène, des tests éclair sur bandelettes, un hygiaphone et des lunettes-masque anti-covid découpés au laser ! L’avenir de la France s’invente en Bretagne ! »

EBREL DA EBREL

Meurzh da veurzh : "naered droug ha chas klañv" ! Ha merc'her kentañ a viz Ebrel (01/01/2020) : marvet Louise Ebrel ! - "Oh !" eme-ve rak-tal en ur lenn ar c'heloù. Ha tamm ebet "pesk Ebrel" !
Ur plac'h ken yaouank he stumm, ken braw he brezhoneg, bloaz war-lerc'h Yann-Fañch Kemener !
Bep ma tibune poltrejoù ha videoioù war ma skramm e chome ma daoulagad e-par ouzh ar ganerez e-keñver he mamm ha hi e-tal Yann-Fañch. Ha pellikoc'h, gwisket en ruz-roz mar plij, tal-kichen he mamm ha moerebezed aet da "santezed" arem e lein Marc'hallac'h Karaez !

Kroufet !

kroufé

S’il est un mot qui est sur toutes les lèvres ces temps-ci c’est bien « confiner ».  A l’origine, Il y a là-dedans une notion de « confins ».
De nos jours, ce verbe a pris aussi le sens de « forcer quelqu'un à rester dans un espace limité », donc de ne pas sortir de chez lui pour cause Covid19 par exemple.